Ger-digeriñ

Publié le par Fañch Gallic

Degemer mat, fáilte/fàilte, croeso, dynnargh dhywgh, failt,

Savet eo ar blog-mañ ouzh un eil, anvet Luideag Bheag an Airgid (a gaver aze : petrandiaoul.over-blog.com). C'hoant em boa kinnig troidigezh rannoù 'zo eus an Táin Bó Cúailgne (diwar an henouezeleg) ha n'em boa ket c'hoant kargañ ar blog-se gant seurt traoù ha neuze em eus savet ar penn-mañ. N'on ket sur c'hoazh hag-eñ e kavor traoù all amañ, met marteze e savin troidigezhioù testennoù kozh all gant addisplegadennoù ha marteze pennadigoù diwar-benn danvez ar studioù keltiek. Gwelet 'vo.

Ar Studioù Keltiek

Kavout a raer div gKreizennoù Enklask Brezhonek ha Keltiek e Breizh, e Skolioù-Meur Brest ha Roazhon. An danvez brezhon a studier a-leizh, an danvez «keltiek» ne reer ket atav avat. Perak 'ta ? Peogwir n'eus ket eus studioù keltiek da vat er skolioù-meur se anat deoc'h. Ha perak n'eus ket? N'eus ket arc'hant a-walc'h evit seurt traoù, ha n'eus ket kalz a dud stummet da labourat diwar-benn an danvez-se. Labourer kentoc'h tro-dro Breizh hag ar brezhoneg. Istorioù, yezhoù ha lennegezhioù ar broioù all ne gaver ket, pe ket kalz. Hag evel-just, arabat ankounac'haat e vez ar brasañ perzh eus ar studierien kreizet war Breizh, an deskadurezh e brezhoneg hag aferioù politikel hor Bro. Pezh 'zo mat evit Breizh, mat-kenañ zokennoc'h, met un druez eo rak ne ro ket plas a-walc'h da studioù ar broioù keltiek. Spi am eus e vo cheñchet un tamm penn d'ar vazh rak ret eo diorren liammoù etre ar broioù keltiek m'hor beus c'hoant kas Breizh en dazont, e-keñver an enklask hag e-keñver ar politikerezh.

Anv ar Blog-mañ

Ur gilli (benel, liester «killioù») a zo ur bochad gwez, e galleg bosquet. Ogmios, pe Ogme/Ogma en iwerzhoneg, a zo un Doue kelt, mestr war ar varzhoniezh hag ar ouizidigezh. Savet en deus – sañset – ar c'hroaz-doue gouezelek, an ogamoù, a oa implijet e Bro-Iwerzhon e diwezh an Henamzer hag e penn-kentañ ar gKrennamzer. Pep lizherenn ogamek he deus anv ur gwez, hag evel-se em eus anvet ar blog «killi Ogmii», ul lec'h a ouizidigezh. Nag a fouge ennon !

"Gortoz 'ta! Perak «Ogmii» ha neket «Ogmios» neuze?" "En dro-c'henel (jenitiv) eo, da lavarout eo eo piaouet ar gilli gant Ogmios. An anv «Ogmios» a implijan en e henstumm kavet e galianeg, gant un dibenn-envel (i.e. nominativel). Displeget e oa ar yezh-se, evel al latin, an henouezeleg pe an euskareg, dre troioù (déclinaisons) an anv. Oc'h echuiñ gant '-io-' e ya «Ogmios» da «Ogmii» en dro-c'henel, sañset. Sklaer eo?" "Ma! Ya, sur... marteze... pe get."

Piv on?

Ur studier war ar studioù keltiek on. Studiet em eus e Roazhon (Master er Studioù Iwerzhonat), e Kaeredin (Master er Studioù Keltiek ha Skosek), hag emaon ar bloaz-mañ oc'h ober un doktorelezh e Gaillimh (Éire) er Studioù Keltiek. Kaozeal a ran brezhoneg, gouezeleg Bro-Skos hag iwerzhoneg, hag emaon o teskiñ henouezeleg ivez. Mod-se on barrekoc'h diwar-benn sevenadurioù hag istorioù ar broioù gouezelek eget re ar broioù predenek.

 

Setu neuze. Spi am eus e vo dedennus a-walc'h ar pezh kavet amañ. Ma n'eo ket, pe ma soñjit e fazian, lakait un addispleg (commentaire) hag e vo kaozeet, ha marteze cheñchet. Ha m'ho peus c'hoant kinnig un danvez pennad, skrivit din.

Bennozhioù, beannachtaí.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article