Hentoù Bro-Ulad hag an emgav gant Conall Cernach

Publié le par Fañch Gallic

      Setu Cú Chulainn hag Ibor, bleiner Conchobor, en hent.

 

      «Kuitaat a rejont alese neuze da Venez Fúait. Kavout a reont Conall Cernach eno. Da gConall e oa bet roet diwall ar rannvro1 an deiz-se. Rak bez e vez pep arzh fer eus tud-Ulad e Menez Fúait a-bep-eil o tiwall an nen a teufe gant barzhoniezh pe d'en em gannañ gant unan bennak, hag aze eo e vefe kejet gantañ, evit n'az afe gour da Emain hep bezañ merzhet. "D'ar berzh se bremañ," eme gConall, "ra vo d'an trec'h ha d'ar breizhad.2" "Kae bremañ, a gConall, d'an din, hag am laosk-me oc'h evezhiañ amañ neuze," eme gCú Chulainn. "Trawalc'h e vo se," eme gConall, "mard eo da ziwall un nen gant barzhoniezh ; mard eo d'en em gannañ gant unan bennak avat, re-abred eo dit-te evit c'hoazh." "Marteze ne vo ket ezhomm tamm ebet," eme gCú Chulainn. "Deomp d'an ampoent," eme gCú Chulainn, "da sellout ouzh glann Loc'h Echtrae. Boaz eo d'an arzhed yaouank da ziskuizhañ eno." "Mat eo din," eme gConall.

      «Mont a rejont alese neuze. Teuler a ra ur maen gant e dalm a derras empr karr Conall Cernach. "Perak az peus taolet ar maen, a vaban ?" eme gConall. "Da bleustriñ va dorn hag eeunder va bannañ," eme gCú Chulainn. "Ha boaz eo deoc'h tud-Ulad nonpas bleinañ dre'n dañjer. Kae da Emain war-da-giz, a vestr Conall, hag am laosk-me oc'h evezhiañ amañ." "Mat eo din neuze," eme gConall. N'ez eas ket Conall Cernach d'al lec'h-se da c'houde.

      «Neuze e ya Cú Chulainn alese da Loc'h Echtrae, ha ne gavjont gour aze dirazo. Lavarout a reas ar bleiner da gCú Chulainn e rankfent mont da Emain da evañ eno. "N'ez imp ket," eme gCú Chulainn. "Pe venez eo ahont ?" eme gCú Chulainn. "Menez Monduirn," eme ar vleiner. "Deomp r'hen tizhimp," eme gCú Chulainn. Mont a reont neuze betek mard int degouezhet. Goude bezañ erruet d'ar venez e c'houlennas Cú Chulainn neuze : "Petra eo ar c'harn gwenn ahont war-varr ar menez ?" "Karn Gwenn3," eme ar vleiner. "Pe gompezenn eo ahont ?" eme gCú Chulainn. "Maez Breg," eme ar vleiner. Lavarout a ra dezhañ neuze anv pep kreñvlec'h etre Temair ha Cenandas4. Lavarout a ra dezhañ ouzhpenn o c'hompezennoù hag o roudouzioù, o lec'hioù brudet hag o c'hêrioù, o dinoù hag o tourioù-ged meur5.

      «Diskouez a ra dezhañ neuze din tri mab Nechtan Scéne, .i. Foill ha Fannall ha Túachell o anvioù. "Hag-eñ eo-i a lavar," eme gCú Chulainn, "n'eus ket muioc'h a zud-Ulad bev eget ar re o doa lazhet ?" "Int eo ez-gwir," eme ar vleiner. "Deomp r'o zizhimp," eme gCú Chulainn. "Un dañjer eo deomp ez-gwir," eme ar vleiner. "Ned eo evit tremen e-biou [d'an dañjer] ez aimp ez-gwir," eme gCú Chulainn.»

 

____________________________________________

 

Geriaoueg

-fer : dewr, vailhant. Ur ger kozh eo, ha kavet ez-brudet en anv hon Duk Alan Fergant.

-preizhad: ar priz degaset eus un argad, an dra a daper digant ur preizh.

-din : ur seurt kastell. Ur ger kozh a gaver en anvioù Dinan, Dinard, Dinedin (Kêredin/Edimbourg, Bro-Skos), Dimbarton (Bro-Skos), h.a. N'eo ket dres ur c'hastell evel m'ijiner bremañ, gwall alies e oa graet e koad e penn-kentañ ar grennamzer hag en henamzer.

-empr : ur pezh eus ar c'harr. Sellout ouzh ar pennad a-raok, Penaos e kemeras CC armoù.

Hentoù Bro-Ulad hag an emgav gant Conall Cernach

[1] imdegail in chóicid. Troet em eus ar ger cóiced gant «rannvro», met dalvezout a ra «pempvet». En Iwerzhon ez eus peder rannvro hiziv : Bro-Ulad (Uladh/Ulster), Bro-Lahin (Laighin/Leinster), Bro-vMoun (Mumhan/Munster), Bro-gKonnac'ht (Connacht/Connaught). Met ar ger implijet en iwerzhoneg da lavarout «rannvro» hiziv a chom cóiced c'hoazh rak edo ur pempvet rannvro en Iwerzhon er grennamzer : Bro-vMize (Míde/Meath), lec'h m'edo (sañset) o chom Roue uhelañ Iwerzhon. Hiziv ne chom nemet ur c'hontelezh, an Mhí (Meath e saozneg).

[2] Emañ Conall Cernach o tematañ ar veajourien, nemetken.

[3] Findcharn. Emañ lec'hioù a-leizh en Iwerzhon hag e Bro-Skos gant find/finn/fíonn en oh anv. Zoken ma dalvez «gwenn» eo anv un haroz brudet-meurbet ivez, Finn Mac Cumhaill. Mod-se eo liammet pep lec'h gant ar ger finn e-barzh gant mojenn an haroz-se. Ur c'harn gwenn war-varr ur bre a zo gwall alies gwelet evel al lec'h m'edo Finn oc'h evezhiañ an hemolc'h.

[4] Temair agus Cenandas. Anvioù gouezelek Tara (e kreiz kontelezh Mí) ha Kells (Ceannanas Mór, e kleiz kontelezh Mí).

[5] a márdindgnu. Savet e oa bet ar ger diwar már (meur) ha dindgnae (un din lakaet war-varr un dorgenn pe ul lec'h uhel a-walc'h a-benn gwelout ar vro tro-dro).dáada

Publié dans Táin Bó Cúailgne

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article