Top articles

  • Mojennoù Táin Bó Cúailgne

    08 décembre 2015 ( #Táin Bó Cúailgne )

    En ur zeskiñ an henouezeleg on bamet o welout pegen tost eo ar yezh-se ouzh an henvrezhoneg met ivez ouzh ar brezhoneg a-vremañ. Setu perak e kinnigin amañ un nebeud testennoù diwar an henouezeleg, lakaet e brezhoneg. Deraouiñ a rin gant rannoù eus Táin...

  • Penaos e kemeras Cú Chulainn armoù

    14 février 2016 ( #Táin Bó Cúailgne )

    Setu Cú Chulainn erruet d'e seitek bloaz – hervez ar pezh a lennjomp a-raok. N'eo ket brudet-brudet an daneveller, Fiacha Mac Fir Fhebe. Eus a Vro-Ulad ez eas d'en em gannañ a-enep da gConchobor e-pad an Táin Bó Cuailgne. Kavet eo e kontadennoù all hep...

  • Penaos e lazhas Cú Chulainn Ki ar Gov ha penaos e rojod e anv dezhañ

    18 janvier 2016 ( #Táin Bó Cúailgne )

    N'emañ ken Fergus o komz amañ. Conall Cernach eo a zanevell dimp. Lavared ne gouske biskoazh Conall hep penn un den a Vro-Gonnac'ht dindan e c'hlin. Kaver e anv e testennoù all evel Togail Bruidne Dá Derga («Distruj Ostaleri Dá Derga»). «En anavezomp...

  • Hentoù Bro-Ulad hag an emgav gant Conall Cernach

    04 septembre 2016 ( #Táin Bó Cúailgne )

    Setu Cú Chulainn hag Ibor, bleiner Conchobor, en hent. « Kuitaat a rejont alese neuze da Venez Fúait. Kavout a reont Conall Cernach eno. Da gConall e oa bet roet diwall ar rannvro 1 an deiz-se. Rak bez e vez pep arzh fer eus tud-Ulad e Menez Fúait a-bep-eil...

  • Penaos e teuas Cú Chulainn d'Emain Macha

    08 décembre 2015 ( #Táin Bó Cúailgne )

    Kroger er vojenn gant Fergus Mac Roích («Mab Roñse») o kontañ bugaleerezh Cú Chulainn. Un dudenn dedennus eo Fergus : eus a Vro-Ulad e-unan e oa kaset en harlu, ha mont a ra d'en em gannañ a-enep e vro c'hinidig gant lu Medb. N'eo ket evit trubardiñ e...

  • Penaos e kerc'has Cú Chulainn Conchobor eus an Aerva

    14 décembre 2015 ( #Táin Bó Cúailgne )

    Emañ Fergus o tanevelliñ adarre. Ur bugel eo Sétantae, dindan seizh bloaz, ha ne raed ket «Cú Chulainn» anezhañ c'hoazh. Gwelor amañ traoù am eus lakaet etre divac'h rak sklaer eo e-red an istor, pe sklaer en henouezeleg, hogen n'eo ket ken sklaer lakaet...

  • Ger-digeriñ

    08 décembre 2015

    Degemer mat, fáilte/fàilte, croeso, dynnargh dhywgh, failt, Savet eo ar blog-mañ ouzh un eil, anvet Luideag Bheag an Airgid (a gaver aze : petrandiaoul.over-blog.com ). C'hoant em boa kinnig troidigezh rannoù 'zo eus an Táin Bó Cúailgne (diwar an henouezeleg)...