Penaos e kemeras Cú Chulainn armoù

Publié le par Fañch Gallic

Setu Cú Chulainn erruet d'e seitek bloaz – hervez ar pezh a lennjomp a-raok. N'eo ket brudet-brudet an daneveller, Fiacha Mac Fir Fhebe. Eus a Vro-Ulad ez eas d'en em gannañ a-enep da gConchobor e-pad an Táin Bó Cuailgne. Kavet eo e kontadennoù all hep bezañ en-o-c'hreiz.

 

«Ober a reas ur gur all neuze,» eme Fiachu mac Fir Ḟebe. «Boe Cathbad an drouiz e-kichen e vab, .i. Conchobor ab Ness.1 Kant gour afetet tro-dro dezhañ o teskiñ hud digantañ. An niver-se eo a gelenne Cathbad. Goulennas hemañ digant e ziskibled neuze ar pezh a lakfe an deiz-se da vezañ mat.2 Cathbad a lavaras : an arzh a gemerfe goaskoed* ennañ, bije e anv dreist kurioù-armeel gwazed Iwerzhon ha manfent e zanevelloù da virviken.

 

«Klevout a ra Cú Chulainn an dra-se. Dont a ra da gConchobor da gerc'hat goaskoed. Lavarout a ra Conchobor : "Piv en deus lavaret se dit ?" "Va mestr Cathbad," eme gCú Chulainn. "Gouzout a ouzomp ez gwir," eme gConchobor. Reiñ a ra goaf ha skoed dezhañ. O hejal a ra war leur an ti3 kement ha ne chomas netra eus hanter-kant goaskoed a voe da zioueret* e tiegezh Conchobor abalamour d'an distrujadenn, ha ne chome goaskoed ebet a-benn bezañ kemeret gant den. Neuze e rojod goaskoed Conchobor e-unan dezhañ. Hen gouzañv a ra d'ar poent-se, hag o hejal a ra ha bennozhañ ar roue e oa ar goaskoed dezhañ ha lavarout : "Ra vevo ar rouantelezh hag ar c'henel4 dindan renerezh ar gour en deus an armoù-mañ." Degouezhout a ra Cathbad daveto neuze ha lavarout : "Hag-eñ eo armoù a gemer ar paotr ?" eme gCathbad. "Hag eo," eme gConchobor. "N'eo ket eürus evit mab e vamm avat," emezañ. "Penaos ? Ha n'out ket an hini en deus aliet dezhañ [kemer armoù] ?" "N'on ket, ez gwir," eme gCathbad. "Petra a c'hounezez digant ar gaou a rejout ouzhon5, a gorrig6 ?" eme gConchobor da gCú Chulainn. "A roue ar Féni7, ned eo gaou," eme gCú Chulainn. "Eñ eo en deus kelennet d'e skolidi ar beure-mañ, hag hen klevis e tu-dehoù Emain ha deuet on-me davedout-te neuze." "Mat eo an deiz, ez gwir," eme gCathbad. "Sklaer eo e vo dispar hag e vo bamus8 an hini a gemero goaskoed ennañ, hogen ne vo nemet berrbadus." "Kaer-meurbet eo se,9" eme gCú Chulainn. "Gant ma vefen ken dispar eo mat din zoken na vijen nemet un deiz war an douar."

 

«Un deiz all e c'houlenn ur gour digant an drouized ar pezh a lakfe an deiz-se da vezañ mat. "An neb az afe e karr* ennañ," eme gCatbhbad, "e vefe e anv anavezet a-dreuz Iwerzhon da viken." Klevout a ra Cú Chulainn an dra-se neuze. Dont a ra-eñ da gConchobor ha lavaras dezhañ : "A vestr Conchobor," emezañ, "[ro] ur c'harr din-me !" Reiñ a ra-eñ karr dezhañ. Lakaat a reas e zorn war empr* ar c'harr kement ha ma torras ar c'harr en e zorn. Terriñ a ra an daouzek karr en hevelep doare. Reiñ a reer dezhañ karr Conchobor neuze. Hen gouzañv a ra.

 

«Mont a ra er c'harr da c'houde, ha bleiner Conchobor gantañ. Treiñ a ra ar bleiner, .i. Ibor e anv dezhañ, ar c'harr dindanañ. "Diskenn eus ar c'harr bremañ," eme ar bleiner. "Kuñv eo ar virc'hi10, kuñv on-me ivez, a vaban,11" eme Cú Chulainn. "Kae war-raok tro-dro d'Emain nemetken, hag e vi gopret evit-se." Mont a ra ar bleiner neuze. Hag hen rediañ a ra Cú Chulainn da c'houde da vont en hent da gimiadañ diouzh ar vibien,"ha ra'm bennigo ar vibien.12" Hen pedas da vont war-raok en hent neuze. Pa zeuent neuze, lavarout a reas Cú Chulainn d'ar bleiner : "Implij ar broud*13 war ar c'hezeg bremañ," emezañ. "War-pe-tu?" eme ar bleiner. "Ken ha ma kendalc'ho an hent," eme gCú Chulainn.»

 

________________________________________________________

Geriaoueg

-goaskoed : goaf ha skoed.

-da zioueret : en excédent.

-karr : talvezout a ra kement ha «karr-brezel» amañ ; galleg char. En iwerzhoneg eo carpat.

-empr (stroll), -enn -où : Ar ger «empr» a dalvez rayon de roue. An henouezeleg a zo dí ḟertais (Strachan : «shaft of a chariot, of which there was one on either side, projecting also behind»), ur pezh eus ar c'harr, moarvat unan a-bep-tu.

-broud : amañ eo ar vazhig a implij ar bleiner da skeiñ war ar c'hezeg a-benn o c'has war-raok.

Penaos e kemeras Cú Chulainn armoù

[1] Conchobor Mac Nessa, roue Bro-Ulad, a gemeras anv e vamm, Ness. Un deiz m'edo Ness o kaozeal gant Cathbad e c'houlennas-hi digant an drouiz ar pezh a lakje an deiz-hont da vezañ mat. Respontet en doa-eñ e oa mat an deiz a-benn engehentañ ur roue. O welout ne oa gour ebet all eget Cathbad tro-war-dro e krogas Ness en drouiz ha gouzout a ouzer ar pezh a heulias. Setu perak eo Cathbad tad Conchobor.

[2] cid diambad maith a lláa sa. Ger-ha-ger «ar pezh evitañ e vefe mat an deiz-mañ».

[3] Bertaigthius for lár in taige. Ger-ha-ger : «Hejal/Dispakañ a ra anezho war leur an ti». Emañ Cú Chulainn oc'h implijout an armoù a-benn gouzout ha kalet a-walc'h int. War-a-seblant n'int ket.

[4] Céin mair túaith agus chenél. Diaes eo treiñ túath, ha zoken mard implijed «meuriad» (tribe) evit ober kement-se er studioù keltiek e vez lezet an iwerzhoneg ar peurvuiañ eus an amzer hiviziken. Bon-savadur ar gevredigezh e oa an túath, aozet tro-dro d'un tir ha d'ur roue (setu perak em eus dibabet «rouantelezh»). Bez e oa eus ar ger-se e brezhoneg ivez, ha roet en deus ar ger a-vremañ «tud».

[5] Cid do-chana duit in bréc do imbirt form. Ger-ha-ger : «Petra a fell dit ar gaou da c'hoari warnon».

[6] a iriti. Lesanv Cú Chulainn eo-se, ha troet eo e saozneg gant sprite. Ur seurt korrig eo, liammet gant pobl ar voudiged.

[7] a ri Féne. Edo Féne an anv a roe an Iwerzhonis dezho o-unan e-penn kentañ ar grennamzer, a-raok degemeriñ an anv predeneg Goidel («gouezel»), Gael en iwerzhoneg, Gàidheal e gouezeleg Bro-Skos.

[8] bid animgnaid. N'eo ket sur ster animgnaid, ha kinnig a reas Strachan «unknown, strange, wonderful» en ur soñjal e c'hellfe bezañ ur stumm iskis eus anetargnaid.

[9] Amrae bríge són. Ger-ha-ger : «Ur boem nerzh se».

[10] Henouezeleg ech, gouezeleg Bro-Skos each. Meur a c'her 'zo er yezhoù keltiek a-benn envel ar c'hezeg (marc'h, roñs, jav, kazeg, h.a.). Ar wrizienn *ek-se a roas ech er gouezeleg na lezas e brezhoneg nemet ar ger «ebeul». Kavet e oa en henvrezhoneg, avat, o heuliañ ar reolenn P/Q keltiek, evel eb (gw. Fleuriot, Dictionnaire des Gloses). C'hoant am befe implijout ar ger-se, hogen ne vije ket komprenet.

[11] a maccáin. An dibenn-vihanaat -án a gaver e brezhoneg ivez, zoken na vez ket implijet kalz ken. Brudet eo avat, rak hen kavout a reer er ger «korrigan» (korr-ig-an). Amañ em eus dibabet en implijout e-lec'h -ig. Iskis eo e ra Sétantae «maban» eus Ibor, a zo koshoc'h egetañ moarvat.

[12] condom bendachtais in maicc. Implijet em eus «ra» amañ gant ur ster sujañ (subjonctif). Zoken na vez implijet ar rannig-se nemet da dalvezout un het er brezhoneg a-vremañ eo ivez ur benveg evit an doare-sujañ (Emile Ernault, Petite Grammaire Bretonne, Sant-Brieg, 1897, pp. 33-37). Emañ ar mennozh em fenn da sevel ur pennadig a-zivout "ra", a gaver ivez en henouezeleg, er c'hrenngembraeg hag er c'herneveureg.

[13] Indaig brot. Ger-ha-ger : «Lavig ar broud». Talvezout a ra kement ha «kas ar c'hezeg war-raok».

Publié dans Táin Bó Cúailgne

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article