Penaos e kerc'has Cú Chulainn Conchobor eus an Aerva

Publié le par Fañch Gallic

Emañ Fergus o tanevelliñ adarre. Ur bugel eo Sétantae, dindan seizh bloaz, ha ne raed ket «Cú Chulainn» anezhañ c'hoazh.

Gwelor amañ traoù am eus lakaet etre divac'h rak sklaer eo e-red an istor, pe sklaer en henouezeleg, hogen n'eo ket ken sklaer lakaet e brezhoneg. Neuze, pa gaver [tra] n'eo ket troet diwar an henouezeleg, met ouzhpennet a-benn lakaat an traoù da vezañ sklaeroc'h.

 

«Boe bec'h brezelel etre tud-Ulad hag Eógan mab Durthacht1. Mont a ra tud-Ulad d'ar gad. En [Cú Chulainn] lezer o kousk. Faezhet eo tud-Ulad. Dilezer Conchobor ha Cúscraid Mend Machae ha lies a zen all ganto. En dihun o gouel. En em astenn neuze kement ha ma troc'has an daou vaen edo tro-dro dezhañ. Tre dirak Bricrenn a-hont e oa bet graet,» eme Fergus. «Sevel a ra neuze. En em gavout a ran gantañ e-tal dor al lez ha me gwall c'hloazet. "Ac'hanta! Doue d'az puhez!2 a vestr Fergus," emezañ. "Pelec'h emañ Conchobor ?" "N'en gouzon ket," emezon.

 

«E ya alese neuze. Teñval e oa an noz. Fardiñ a ra war an aerva.3 Ha gwelout a reas war e arbenn ur gour, ha hanter e benn warnañ, ha hanter ur gour all war e gein. "Skoazell ac'hanon, a C'hú Chulainn," emezañ. "Am skojod ha lakaet em eus hanter va breur war va c'hein. En doug ganen e-pad ur mare." "Ne zougin ket," emezañ. Neuze e taol [ar gour] e garg warnañ. Teuler a ra [Cú Chulainn] anezhañ diwarnañ. En em gannont.4 C'hweniet eo Cú Chulainn. Klevas un dra, ar gavan5 diwar ar c'helanoù : "Danvez brezelour fall eo amañ dindan divhar an teuz.6" Neuze e sav Cú Chulainn ha sko e benn [hini ar gour] anezhañ gant ar vazh vleiner ha bleinañ ar vellig dirazañ dreist an aerva.7

 

« "Hag emañ va mestr Conchobor en aerva-mañ?" Respont a ra dezhañ. Davetañ e ya betek m'en gwelas er c'hlaz, hag edo an douar tro-dro dezhañ war pep tu e guzhadell. "Perak out deuet en aerva," eme C'honchobor, "mard i da vervel gant an aon ennañ?" En kemer eus ar c'hlaz neuze. Ne vije ket c'hwec'h ac'hanomp goured-kreñv Bro-Ulad evit en gorren gant kement a galon. "Deus ganeomp d'an ti a-hont," eme C'honchobor, "ra ri tan din aze." Enaouiñ a ra tan bras dezhañ. "Mat neuze," eme C'honchobor, "ma teufe pemoc'h keginet din e vefen bev." "Ez in-me ken en degasin," eme C'hú Chulainn. E ya alese neuze. Ha gwelout a reas ur gour en toull-keginañ8 e kreiz ar c'hoad, an eil dorn dezhañ gant e c'hoaskoed9 ennañ, egile o keginañ un tourc'h. Bras e oa vilded ar gour. En argad a ra evelato ha kemer e benn hag e bemoc'h gantañ. Lonkañ a ra Conchobor an tourc'h goude se. "Deomp d'hon ti," eme C'honchobor. En em gavjont gant Cúscraid mab Conchobor. Goulioù ponner a oa warnañ neuze. En laka Cú Chulainn war e gein. Dont a rejont neuze o-zri betek Emain Machae.»

 

___________________________________________________________________

Geriaoueg

-aerva (g.) : stourmva, emgannva. Hwg ár-mach, ár-mag. Gw. notenn 2.

-c'hweniañ : lakaat a-c'hwen, e galleg renverser.

-kelan (g.) : korf-marv. Hwg colainn.

-kavan (b.) : evn hañval ouzh ar vran, e galleg corneille. Hwg badb, bodb. Gw. notenn 4.

-klaz (g.) : tranchée, fossé. Hwg clad.

-goaskoed (stroll) : armeoù un arzh, ur goaf hag ur skoed. Savet diwar an hwg gaisced. Gw. notenn 8.

-gouli (g.) : plaie, blessure.

Penaos e kerc'has Cú Chulainn Conchobor eus an Aerva

Notennoù

[1] Boí imnisse chatha eter Ultu agus Eógan mac n-Durthacht. Talvezout a ra imnisse kement ha «bec'h» gant ar ster gallek conflit. N'eo nemet ul lavarenn-yezh vev, d'am meno, rak en kaver gwall alies da dalvezout kement ha «brezel, bec'h».

[2] Día do bethu. Ur bennozh eo, ha soñjet em eus e oa mat en mirout rak mont a ra en-dro e brezhoneg.

[3] N'implijer ket kalz «aerva» e brezhoneg a-vremañ, marteze peogwir ne gaozeer ket kalz a-zivout ar vrezel. Kaver air (hwg ár) en henvrezhoneg, gant ar ster «lazhadenn». Ne soñj ket din eo c'hoazh eus ar ger-se e-unan e brezhoneg a-vremañ, ne chom nemet en «aerva». Gw. Léon Fleuriot, Dictionnaire des gloses en Vieux-Breton (Paris: Klincksieck, 1964), «air», p. 58.

[4] Imma-sínithar doib. < imm- («en em») + sínid («astenn») en amzer a-vremañ, unander dic'hour + do («da») en eil gour liester. Ger-ha-ger e talvez kement ha «en em astenner dezho», ar pezh n'en deus ster ebet e brezhoneg. Imm-, evel-just, a zo a orin gant ar brezhoneg «(en) em», im- en henvrezhoneg. Gw. Léon Fleuriot, Dictionnaire des gloses en Vieux-Breton (Paris: Klincksieck, 1964), «4) im-», p. 218.

[5] Ar ger badb/bodb [baðv] a dalvez kement ha «kavan», anv unan eus teir doueez ar vrezel (i.e. Mórrígan, Bodb, Macha) eo ivez. Troet em eus gant «kavan», a-bouez eo gouzout ster-klok an henouezeleg avat. N'eo ket ral gwelout an doueezed-se e diskrivadur an aervaoù. E Reicne Fothaid Canainne (IXvet kantved) e weler ar Mórrígan o walc'hiñ bouzelloù ar re varv er gad, hag en em gavout a ra Cú Chulainn gant Bodb adarre hag eñ den deuet, e-pad ar vrezel a-enep Bro-Gonnac'ht. A-benn gouzout muioc'h: Françoise Le Roux, Christian-J. Guyonvarc'h, Mórrigan-Bodb-Macha. La souveraineté guerrière de l'Irlande (Roazhon: Ogam-Celticum, 1983). Emañ Reicne Fothaid Canainne gant un droidigezh saoznek e Kuno Meyer, Fianaigecht (Dulenn: Hodges, Figgis & Co, 1910); en kaver war ar rouedad, digoust, war archive.org.

[6] Olc damnae laích fil and fo chossaib aurddrag. Ger-ha-ger «Fall danvez brezelour emañ ennañ dindan divhar/garoù teuz/korrigan». Kevrinus eo din frazenn ar gavan. War-a-seblant e laka Cú Chulainn da adsevel ha da vezañ kreñvoc'h. Petra a dalvez avat? Hag-eñ e lavar se peogwir eo Cú Chulainn war al leur evel dindan troad un teuz ha n'eo ket dereat d'un arzh bezañ mod-se?

[7] benaid a chenn de cosind luirg ánae ד gaibid immáin líathróite riam darsa mag. N'eo ket sklaer amañ hag adkregiñ a reas Cú Chulainn en e c'hoari mell pe hag implijout a reas penn ar gour evel mell. Deoc'h da zibab.

[8] fulucht. Kaver ar fulucht-où tro-dro da Vro-Iwerzhon, e lec'hioù gouez dreist-holl. Un toull eo, kleuziet en douar gant an dud gwechall. Hervez an hengoun enno eo edo ar fianed (i.e. bagadoù arzhed yaouank er grennamzer, hwg fian, fiana) o keginañ p'edont er gouezva. N'eo ket peursur penaos e raent ez gwir, hogen e soñjer e oa tu lakaat pri e deun an toull, en leuniañ gant dour ha lakaat kerreg tomm-berv ennañ a-benn lakaat an dour da virviñ, ha keginañ mod-se. Ur wech ouzhpenn : n'eo ket sur penaos e oant implijet.

[9] indala lám dó cona gaisciud indi. Soñjet em eus e oa gwelloc'h sevel ur ger nevez rak ne dalvez ket «armoù» (hwg. arm, liester airm) kement hag ar ger gaisced, met end-eeun goaf ha skoed un arzh – ha n'eo ket kleze, pe gwareg, pe bouc'hal, h.a. Savet eo ar ger diwar gaí («goaf») ha scíath («skoed»), ne oa ket gwall diaes sevel ar ger brezhonek dre-se. Implijet e veze a-leizh ar ger-se, kalz muioc'h d'am soñj eget arm. Komprenus eo pa soñjer e oa ar goaf hag ar skoed armoù nemetañ ar peurvuiañ eus ar brezelourien en amzer-hont.

Publié dans Táin Bó Cúailgne

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article