Ar Studioù Keltiek: Petra eo?

Publié par Fañch Gallic

Setu amañ ur goulenn a seblant sot a-walc'h hogen n'eo ket aes atav kompren ar pezh a anver ar broioù keltiek ha perak e vezont studiet a-gevret.

Ledan-kenañ eo al lavarenn "Studioù keltiek". Kavet e vez e-barzh meur a gelenn, eus ar sokioyezhoniezh d'an istor en ur vont dre'r yezhoniezh hag an etnologiezh. Lakaat a reer an holl traoù se a-gevret peogwir e vezont holl graet diwar-benn ar broioù hag ar pobloù anvet "keltiek", da lavarout eo Breizh, Bro-Skos, Bro-Iwerzhon, Bro-gKembre, Bro-gKerneveur hag Enez Vanav.

Bez e oa ar gKelted ur bodad pobloù eus an henamzer, liammet etrezo gant ar yezh, ar sevenadur hag ar relijion. Graet e oa gallorum ("galianed") eus re an douar-bras ha britannicum ("bretoned") eus re Breizh-Veur gant ar Romaned, met Julius Kaezar e-unan a anzavas e oant holl anvet κελτοι keltoi ("kelted") en o yezh dezho. Sklaer a-walc'h eo dre'n hendraouriezh, ar yezhoniezh hag ar skridoù kozh e soñje ar gKelted e oant eus an hevelep tiegezh, zoken ma ne oant ket unvanet e-keñver ar politikerezh.

"Mat a-walc'h, met an traoù se a oa pell 'zo, perak e komzer c'hoazh eus pobloù keltiek hiziv ?" Gwir eo n'o deus ket ken, e-feson, an hevelep relijion nag an hevelep sevenadur. Ha ma klasker komz brezhoneg gant ur c'hembread pe un iwerzhonad, ne vo ket tu en em gompren. En ur studial ar broioù keltiek avat e vez kavet meur a dra heñvel mik er sevenadur hag er relijion, zoken ma vez ar gorre un tamm disheñvel. Met dreist-holl eo e-keñver ar yezhoniezh e komzer c'hoazh eus pobloù keltiek. Rannet e daou eo familh ar yezhoù keltiek etre ar yezhoù gouezelek (iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos ha mannaveg) hag ar yezhoù predenek (brezhoneg, kembraeg ha kerneveureg). An holl yezhoù se o deus un hendad boutin anvet proto-keltieg pe keltieg-boutin. Betek diwezh an henamzer e oant tost a-walc'h evit en em gompren, met abaoe int aet da vezañ disheñvel. Evelato eo aes d'an hini a gaoz unan eus ar yezhoù se deskiñ ur yezh all, evel mard eo aes a-walc'h evit un alamaneger deskiñ daneg pe nederlandeg.

 

Berr-ha-berr, danvez ar studioù keltiek a vez a-zivout an henbobloù anvet "kelted" pe ar pobloù a-vremañ a gomz ur yezh keltiek c'hoazh. Hag evel ma weler en ur lenn diwar-benn ar studioù keltiek, al liammoù etre ar broioù hag ar pobloù se a vez kalz donoc'h ha kalz boutinoc'h eget ma soñjer.

Ar broioù keltiek a-vremañ.

Ar broioù keltiek a-vremañ.

Kaozeomp un tammig diwar-benn pep bro-geltiek an eil goude eben bremañ.

Breizh/An Arvorig: Ma! Mard oc'h kad da lenn an dra-mañ, sur a-walc'h e ouzoc'h un tammig diwar-benn Breizh. Edo pemp meuriad keltiek o chom aze en henamzer ha graet e oa Armorika eus ar vro. Deuet eo Bretoned a Vreizh-Veur er gKrennamzer, mesket gant ar galianed ha mod-se e oa krouet Breizh - dre-vras. Anvet e oa "Letav" (latin Letavia, gw. kembraeg Llydaw) d'ar mare-hont, ha Breizh en eil hanter ar gKrennamzer. Evel se eo bet Breizh ur vro geltiek a-gozh. Kaozeet e vez c'hoazh ur yezh keltiek e Kornôg ar Vro - divinit pehini - hag ar peurvuiañ eus an hengounioù a vez liammet gant ar broioù keltiek all.

Bro-gKembre (Cymru): Bez eo Bro-gKembre ar vro geltiek ma kaver ar yezh greñvañ, kembraeg (cymraeg). Komzet e vez kembraeg un tammig pep lec'h dre'r vro, ha desket gant ar vugale er skol. An hengounioù keltiek a oa damzistrujet evit darn gant an Disivoud Protestant, met an hêrded geltiek a gaver e testennoù pinvidik ha niverus ar Vro, el lennegezh hag er yezh, evel-just.

Bro-Skos (Alba): Zoken mard eo lavaret gant ar Skosis int holl geltiek, n'eo ket peurwir e-keñver an istor hag ar yezhoniezh. Komz a reer gouezeleg Bro-Skos (Gàidhlig) e kornôg ar vro, ul lec'h anvet an Uheltirioù (Gàidhealtachd). E penn-kentañ ar gKrennamzer e oa kaozeet gant tost pep hini er vro, e-kichen henvrezhoneg, hensaozneg ha pikteg (moarvat ur yezh predenek). Pa varvas ar pikteg hag an henvrezhoneg er vro ne chome dre-vras nemet gouezelegerien, met a-hed ar gKrennamzer eo aet ur yezh all da vezañ kaozeet en Izeltirioù (gouez. Galltachd; szng. Lowlands; skot. Lallands): Skoteg (Scots leid). Ur yezh anglosaoznek eo, disheñvel ouzh ar saozneg met liammet ganti. Deuet eo da vezañ yezh gentañ ar vro hag an dud-uhel. Hiziv n'eus nemet 60,000 gouezelegerien e Bro-Skos, ar peurvuiañ anezho en Inizi-Gall (an Innse-Gall), da lavarout eo inizi ar gornôg. Kaozeet e vez Skoteg gant leun a dud c'hoazh, met eilec'hiet eo gant ar saozneg, ha lavaret eo bet n'eo Skoteg nemet ur stumm troet da fall eus Yezh Shakespeare - ar pezh n'eo ket gwir e-keñver istor ar yezh.

Bro-Iwerzhon (Éire): E-touez ar broioù keltiek, n'eus nemet Bro-Iwerzhon he deus ur Stad digabestr. Abalamour da se e vez gwelet evel ar vro geltiek par excellence. An eizhvet merkad eus Bonreizh Republik Iwerzhon a lavar eo an iwerzhoneg (Gaeilge) kentañ yezh ofisiel ar Stad. Met mererezh fall etre 1922 hag ar bloavezhioù 60 na sikouras ket ar yezh, ha bez e oa nebeutoc'h-nebeutañ a dud o kaozeal iwerzhoneg evel yezh-vamm. Abaoe ar bloavezhioù 60 he deus paouezet gouarnamant Bro-Iwerzhon klask reiñ en-dro d'ar yezh hi flas kreizel e buhez pemdeziek an iwerzhonis, hag er bloavezhioù 2000 e oa divizet tamm-pe-damm mont hep skoazell ar yezh ken. Bremañ e vez sonet an alarm gant meur a dud er vro, met lezet eo an iwerzhoneg da vervel gant ar peurvuiañ eus ar poblañs ha gant ar c'houarnamant. E-keñver istor ha sevenadur eo e Bro-Iwerzhon e oa miret an urzhiadur keltiek kozh, gant e lezenn (an Féineachas) hag e gevreadurezh, ar pellañ. Distrujet e oa e penn-kentañ ar XVIIvet kantved gant aloubadenn saoz Iwerzhon.

Kerneveur (Kernow): Ur rannig eus ar broioù predenek eo Kerneveur, gant e yezh, ar c'herneveureg (kernowek). A-hed ar gKrennamzer eo aet ar yezh da vezañ kaozeet nemet e Kornôg ar vro ha marvet eo e diwezh an XVIIIvet kantved. Treuzvevet he doa un tammig dre goun tud 'zo, lavarennoù ha gêrioù e saozneg Kerneveur, hag e penn-kentañ an XXvet kantvet e oa bet adganet gant labour tud evel Henry Jenner (1848-1934) ha Robert Morton Nance (1873-1959). Gant Jenner e oa kroget studioù ha skoueriekaat ar yezh, ha gant Nance e oa klasket lakaat ar yezh da vezañ kaozeet gant ar bobl. Hiziv e vez komzet gant ur mil den bennak, ur bochad anezho evel yezh-vamm. Roudoù ar gKelted n'int ket kavet a-leizh e Kerneveur, met n'eus mar ebet eo ul lod dibar eus Breizh-Veur. Emañ revinoù kastel Tintagel aze, al lec'h ma oa ganet ar Roue Arzhur, ha ne c'heller ket skarzhañ ar gerneveuris eus tiegezh meur ar Gelted pa weler ar strivoù graet ganto a-benn savetiñ o yezh. Bev-buhezek eo ar c'herneveureg hiziv, sur eo ha n'eo ket marteze.

Enez Vanav (Eilean Vannin): Setu ar vro diwezhañ, gant he yezh c'houezelek, ar manaveg (Gaelg). Marvet eo ar manaveger a-vihannik diwezhañ e 1974, hogen eo bet graet strivoù a-leizh abaoe evit mirout ar yezh hag he lakaat da vezañ kaozeet adarre. Evel Kerneveur, diaes eo kavout roudoù ar gKelted e buhez bemdeziek ar vanavis paneve d'ur strolladig manavegerien, met dudius eo istor an enezenn, etre he sevenadur hanter-c'houzelek hanter-lec'hlennek, he mein ogamek hag he breujoù kozh-Noe.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :